a : P'lec'h 'mañ ho lampon bihan 'kuzhat ?
b : 'Ba' e gambr, dirak e urzhiataer moarvat.
a : 'Mañ ket, skoet 'm eus deuzh an nor, respont 'bet.
b : Dle' 'ra bezañ 'ba'r solier neuze, 'c'hoari biroùigoù.
a : Tra, bet on 'welet eno 'vez. 'Gavan ket 'ne'añ 'blec'h 'bet.
b : 'Dle ket bezañ pell koulskoude... E velo a welan war al leton.
a : 'H an da c'houlenn gant e c'hoar...
b : Ya, honnezh 'dle goût p'lec'h eo aet da skoachañ...
a : Pelec'h emañ ho lampon bihan o kuzhat ?
b : En e gambr, dirak e urzhiataer moarvat.
a : N'emañ ket, skoet em eus ouzh an nor, respont ebet.
b : Dleout a ra bezañ er solier neuze, o c'hoari biroùigoù./p>
a : Tra, bet on o welet eno ivez. Ne gavan ket anezhañ neblec'h.
b : Ne zle ket bezañ pell koulskoude... E velo a welan war al leton.
a : Ez an da c'houlenn gant e c'hoar...
b : Ya, honnezh a zle gouzout pelec'h eo aet da skoachañ...
: Lakaeet e Galleg
a : Où est caché votre petit garnement ?
b : Dans sa chambre, devant son ordinateur certainement.
a : Il n'y est pas, j'ai frappé à sa porte sans réponse.
b : Il doit être dans le grenier alors, à jouer aux fléchettes.
a : Non, je suis allé voir là aussi. Je le trouve nulle-part.
b : Il doit pas être loin cependant... Je vois son vélo sur la pelouse.
a : Je vais demander à sa soeur.
b : Oui, celle-là doit savoir où il est allé se cacher...
Dleout➣ devoir
Krank(ed)➣ crabe(s)
Rinkin(ed)➣ requin(s)
Pinvidik➣ riche
Ostaleri°(où)➣ bar, restaurant
Skañv➣ léger
Ponner➣ lourd
Hiraezh➣ nostalgie, impatience
Lampon(ed)➣ garnement, voyou
Kambr°(eier)➣ chambre
Dirak➣ devant
Skeiñ➣ frapper
Skoet➣ frappé
Dor°(ioù)➣ porte(s)
Solier(où)➣ grenier(s)
Birig(birouigoù)➣ fléchette(s)
Tra➣ Non
Leton➣ Pelouse
Skoachañ➣ (se) cacher, (se) tapir
... ...
Présent | Négation | Futur | Négation | Imparfait | Négation |
Dlean(e tlean) | ne zlean | Dlein(e tlein) | ne zlein | Dleen(e tleen) | ne zleen |
Dleez(e tleez) | ne zleez | Dlei(e tlei) | ne zlei | Dlees(e tlees) | ne zlees |
Dle(e tle) | ne zle | Dleo(e tleo) | ne zleo | Dlee(e tlee) | ne zlee |
Dleomp(e tleomp) | ne zleomp | Dleimp(e tleimp) | ne zleimp | Dleemp(e tleemp) | ne zleemp |
Dleit(e tleit) | ne zleit | Dleoc'h(ot)(e tleoc'h) | ne zleoc'h(ot) | Dleec'h(e tleec'h) | ne zleec'h |
Dleont(e tleont) | ne zleont | Dleint(e tleint) | ne zleint | Dleent(e tleent) | ne zleent |
1. Dleout a ra bezañ pesked.
Dleout a ra bezañ kranked.
Dleout a ra bezañ rinkined.
3. Ne dle ket bezañ diaes.
Ne dle ket bezañ skañv.
Ne dle ket bezañ ponner.
5. Hennezh ne dle ket bezañ pell.
Honnezh ne dle ket bezañ pell.
Ar re-se ne dleont ket bezañ pell.
2. Tomm e tle bezañ.
Pinvidik e tle bezañ.
En ostaleri e tle bezañ.
4. Dleout a rae kaout naon.
Dleout a rae kaout anoued.
Dleout a rae kaout hiraezh.
1• Il devait être chez lui.➣ En e di e tlee bezañ.
2• S'il n'est pas à Paris, il doit être en Bretagne.➣ Mar n'emañ ket e Paris, e tle bezañ e Breizh.
3• Ca ne doit pas être plus cher qu'une voiture.➣ Ne zle ket bezañ keroc'h eget ur c'harr.
4• Il doit être sous la table.➣ Dindan an daol e tle bezañ.
5• Ils ne doivent pas être très riche.➣ Ne zleont ket bezañ gwall pinvidik.
C'hoari Diñsoù p19 | C'hoari Diñsoù p19 |
Galleg | Brezhoneg |
1 Il doit y avoir du bruit la-bas. | Dleout a ra kaout trouz eno. |
2 L'argent qu'ils me doivent est sur la table. | An arc'hant a zleont din zo war an daol. |
3 Peux-tu me donner le baiser que tu me dois ? | Gallout a rez reiñ ar pok ha dleout din ? |
4 Il doit y avoir du nitrate dans l'eau. | Rankout a ra bezañ nitrat en dour. |
6 Il doit y avoir des requins dans cette rivière. | Dleout a ra kaout rinkined en stêr-mañ. |
7 Devine qui va chanter ce soir. | Divin piv a vo o kanañ fenoz ? |
8 Son anniversaire est le 16 février. | E zeiz-ha-bloa zo ar c'hewtek a-viz C'hwevrer. |
10 Celui qui a fait ça doit être rigolo. | An hini en deus graet se a rank bezañ fentus. | 11 Où est-il ? Il doit être sous la table.. | Pelec'h emañ ? Dleout a ra bezañ dindan an daol. | 12 J'ai peur de vous faire mal. | Aon am eus d'ober droug deoc'h. | 13 Nous n'avons pas pu les inviter cette année. | N'hon eus ket gallet pediñ anezho an bloaz-mañ. | 14 Je pense que tu es meilleur que lui. | D'am soñj hag-eñ te zo gwelloc'h egetañ. | 15 Puis-je dormir dans votre lit ce soir ? | Gallout a ran kousket en ho gwele fenoz ? | 16 Elle connait quelqu'un qui me doit de l'argent. | Anavezout a ra unan bennak hag a zle din arc'hant. | 18 Ca ne doit pas être vrai. | Ne zle ket bezañ gwir. | 19 Tu m'aimes ? Non, tu es trop petit. | Karout a rez ac'hanon ? Ne ran ket, re-vihan out. | 20 A-t-on payé la pizza ? | Paeet eo bet ar bizza ? |
C'hoari Diñsoù p20 | C'hoari Diñsoù p20 |
Brezhoneg | Galleg |
1 Un dra bennak a dle bezañ e-barzh. | Quelque chose doit y être |
2 Ne dle ket bezañ pell. | Il doit pas être loin. |
3 Pegoulz e roi din an naontek santim ha pevar-ugent a dleez din ? | Quand me donneras-tu les 99 centimes que tu me dois ? |
4 Poent eo dit lavaret dimp penaos ec'h eus graet. | Il est temps de nous dire comment tu as fait. |
6 Gloazet e oa bet gant ur rinkin a oa o tremen dre aze. | J'avais été blessé par un requin qui passait par là. |
7 N'eus ket (bet) lavaret netra dit ?. | Il ne t'a rien dit. |
8 Dleout a rae bezañ fentus da welet. | Il devait être heureux de te voir. |
10 N'hallez ket sikour ? Nann>/i>. | Tu peux pas aider ? Non | 11 Pegoulz e tihani da lavaret gevier ? | Quand arrêteras-tu de dire des mensonges ? | 12 C'hwezh fall zo ! Ya, Yann ne dle ket bezañ pell ken. | Ca sent mauvais ! Oui, Yann de doit plus être loin. | 13 Ne dle ket bezañ gwall binvidik. | Il ne doit pas être bien riche. | 14 Tomm e tle bezañ eno evit an hañv. | Le temps doit-être chaud la-bas pendant l'été. | 15 Dleout a raec'h kaout aon a-wezhioù. | Vous deviez avoir peur parfois. | 16 Hennezh a dle kaout plijadur da noz. | Celui-là doit se plaire la nuit. | 18 C'hoari birouigoù gant hennezh a dle bezañ torr-penn. | Jouer aux fléchettes avec lui doit-être pénible. | 19 Gant piv eo bet digoret dor ar privezioù ? | Qui a ouvert la porte des toilettes ? | 20 Bet oc'h o welet dindan ar gwele ? | Vous êtes allés voir sous le lit ? |